Pour la langue Bretonne - Evit ar Brezhoneg

APPEL à MANIFESTER - GLAV da VANIFESTIÑ

Samedi 29 mai à 13h30 à Guingamp

D’ar Sadorn 29 a viz Mae da 1e30 e Gwengamp

Manifestadeg evit ar brezhoneg
Glav da vanifestiñ - Samedi 29 mai à 13h30 à Guingamp - D’ar Sadorn 29 a viz Mae da 1e30 e Gwengamp

D’an 29 a viz Mae e tigouezho ar Redadeg e Gwengamp, ur mare gouel eo sañset an degouezh-mañ. Met un doare da stourm evit ar brezhoneg eo ivez ar Redadeg, neuze e pedomp an holl da vont da zibuniñ evit difenn hor yezh d’an devezh-se da 1eur30 e Gwengamp.

Al lezenn gouestlet d’ar yezhoù bro bet savet gant Paul Molac zo bet votet gant holl gannaded Breizh ha degemeret mat gant kalz dilennidi lec’hel. Diskouez a ra ez eo gouest ar vretoned d’en em glevet kenetreze evit difenn ar brezhoneg.

Gant al lezenn nevez, ma n’eo ket drailhet gant Kuzul ar Vonreizh, e vo tu kreñvaat plas ar brezhoneg war ar panellerezh, er stad sivil ha dreist-holl arc’hantaouiñ en ur mod reishoc’h ar skolioù Diwan ha lakaat e pleustr ar c’helenn dre soubidigezh er skolioù publik ha prevez. Evit lakaat ur yezh da vevañ ha da vezañ implijet e tleer diorren ur politikerezh yezh, gant ar vudjed a zere, gant pep strollegezh e pep lec’h e Breizh a-bezh war kement tachenn zo :

  • e bed ar vugaligoù, en deskadurezh, deus ar skol-vamm betek ar skol-veur,
  • er mediaoù hag en embann, er c’hleweled hag er bed niverel,
  • er stummadur evit an dud deuet,
  • en dudi evit ar re vihan koulz hag an dud deuet,
  • en oberennoù arzel amatour hag a-vicher,
  • en ekonomiezh hag er servij publik.

Kement se a vo termenet gant ar palioù a vo enskrivet en Emglev Stad/Rannvro diwar-benn hor yezh hag he implij er vuhez foran hag en treuzkas barregezhioù da Vreizh.

Evit ma vo lakaet palioù uhel en emglev Stad-Rannvro, evit nac’hañ an tagadennoù dizonest aberzh ar gouarnamant kreiz e pedomp ac’hanoc’h da zibuniñ e Gwengamp d’an 29 a viz Mae evit degouezh ar Redadeg.

Un nebeud deizioù a-raok an dilennadegoù Rannvro ha Departamant, e tibunimp a-stroll da ziskouez hor c’hoant da welet hor yezh vev o vont war-raok gant ur statud ofisiel.


Le 29 mai la Redadeg arrivera à Guingamp lors d’un événement habituellement festif. Mais la Redadeg est aussi une forme de lutte pour la langue bretonne. C’est pourquoi nous appelons à une manifestation pour la défense de notre langue ce même jour à partir de 14h00 à la gare de Guingamp.

La loi Paul Molac sur les langues dites régionales a été votée par l’ ensemble des députés bretons toutes tendances confondues et majoritairement bien accueillie par les élus locaux. Cela montre que les bretons sont capables de s’unir pour défendre la langue bretonne.

Cette nouvelle loi, si elle n’est pas invalidée par le Conseil Constitutionnel, permettra de renforcer la place de la langue sur les panneaux routiers, à l’état civil et bien sûr de financer de manière plus juste les écoles Diwan et de pratiquer l’éducation immersive dans les écoles publiques comme privées. Pour que la langue vive et qu’elle soit langue de vie quotidienne il faut mettre en place une politique linguistique ambitieuse avec les moyens financiers adéquats, dans chaque collectivité dans toute la Bretagne et dans tous les champs d’action :

  • la petite enfance, l’éducation de la maternelle à l’université,
  • les médias et l’édition, l’audiovisuel et le numérique,
  • la formation des adultes,
  • les loisirs pour les plus petits et les adultes,
  • les pratiques culturelles amateures et professionnelles,
  • l’économie et les services publics.

Tout ceci doit être clairement spécifié dans les objectifs qui seront inscrits dans la convention État/Région sur la langue bretonne et son utilisation dans la vie publique et le transfert de compétences à la Bretagne.

Pour une convention État/Région ambitieuse, pour refuser les attaques injustes de la part du gouvernement, nous vous invitons à venir manifester à Guingamp le 29 mai à l’occasion de l’arrivée de la Redadeg.

Quelques jours avant les élections départementales et régionales, nous défilerons pour montrer notre volonté de voir notre langue bien vivante se développer dans le cadre d’un statut officiel.


Appel signé par de nombreuses associations bretonnes dont : Stumdi, Mervent, Sked, KLT, DAO, Emglev Bro Gwened, Arvorig FM, Bannoù Heol, Ar Redadeg, KBP-APLB, Emglev Bro An Oriant, Ti Douar Alre, KEAV, Ti ar Vro Landerne-Daoulaz, Mignoned ar brezhoneg, Daoulagad Breizh, Ti ar Vro Gwengamp, Telenn - Ti ar Vro Sant-Brieg, Ti ar Vro Treger-Goueloù, Ai’ta !, C’hoariva, Keit Vimp Bev, Roudour...