Gwir vretoned

, par rivinbeg

Digant levr « Kanomp Uhel » (Coop Breizh). Pozioù Paotr Treoure.

Gwir vretoned - Partisioñ
Digant lec’hienn Son ha Ton
Son ha ton

O va Breizh gant da dourioù brudet
Da vor glas ha da venezioù
Da vrug ruz ha da lann alaouret
Te zo koant dreist an holl vroioù

Gwir Vretoned, tud a galon war-sav
Da ganañ gloar da Vreizh hor bro
Ha da ziwall teñzor he yaouankiz
Ar yezh, ar peoc’h, ar frankiz
War-sav, war-sav !
Da ganañ ’bouez-penn
Breizh da virviken, Breizh da virviken !

N’ez eus ket ’vel e-touez hor c’herreg
A dud vat seder ha nerzhus
N’ez eus ket ’vel en hor brezhoneg
Sonioù drant, gwerzhioù dudius

Hon tud-kozh, tud leal ha santel
Start evel an derv kalet
A ouezas mirout da Vreizh-Izel
He brud vat, he nerzh, he c’hened

Bretoned, savomp hor c’halonoù
Ha touomp e talc’himp atav
Da vale war roudoù hon tadoù
’Keit ha ma’z ay ar bed en-dro !

Potr TREOURE


Son ha Ton